1/53
Looks like no tags are added yet.
Name | Mastery | Learn | Test | Matching | Spaced | Call with Kai |
|---|
No analytics yet
Send a link to your students to track their progress
evit piv eo bet skrivet al levr (2)
ne vez ket lavaret fraezh, meneget e vez « an dud diwar ar maez » a blij dezho ar c’hontadennoù
soñj T&M diwar-benn o c’hontadennoù (3)
« ne glaskomp ket gouzout amañ eus a be vro e c’hell bezañ genidik marvailhoù Breizh-Izel », pe vefent kozh, pe ne vefent ket, n’o deus ket c’hoant gouzout, « ar pezh ma ‘z eo eta ar marvailhoù-mañ ez int »
da betra embann anezho (3)
diskouez giz prezeg ar Vretoned, an traoù kaer a zo er brezhoneg, kaout plijadur (se ne lavaront ket)
kelenn pennañ ar c’hontadennoù (2)
ar paour a za da binvidik, diskouez a reont « kalon vat tud hor bro o deus truez ouzh kement a zo stag ar boan outo, ha lakaat ar fiziañs da ziwanañ »
incipit labous ar wirionez
a-raok stagañ ganti
pezh en em gav (3)
taolenn ur veilhadeg war ar maez, an diviz nemetañ ne vefe ket lodenn ur gontadenn, un doare pezh-c’hoari gant peizanted tamm anv ebet dezho
aergelc’h an abadenn
« neuze ez eas diouzhtu an ozhac’h da gerc’hat ur wrizienn derv tennet, kant vloaz a oa, eus a Goad an Noz »
plas ar c’honter
« arabat eo avat e ve grik ebet, rak ur c'halz ac'hanomp a zo evel ur beleg er gador »
perak e vez anvet e mod-se ar gontadenn
« ar wirionez na da morse da goll » eme ar c’honter
ur gentel e penn-kentañ ar gontadenn
« ur wezenn gaer eo an deskadurezh »
an ingalded er c’hontadennoù
pouezusoc’h eo ar vertuz hag an deskadurezh, « petra bennak ma teu pep stad digant Doue »
an enebour kozh e-barzh ar gontadenn
ar Saozon
ar Saozon el lennegezh komzet
skrapet zo bet Marivonig an Dourduff ganto, ur werz zo chomet bev ivez a zegas da soñj e donedigezh ar Saozon e Breizh, filhorez an Aotrou Gwesklen he anv
skouer diwar ur frazenn test d’al labour-adskrivañ
« distroomp bremañ war hor c’hiz »
skeudennoù Langlez
doareoù tresadennoù bugale un tammig, dija emañ cheñchet ar sell zo ouzh ar c’hontadennoù
tamm kelenn diwar al labous
ar gaou a lavar da gentañ, ar wirionez da-c’houde, d’an hini a zalc’ho mat
mouezh kentelius ar c’honter
« ar pezh a c'hoarvezas gant an daou-mañ a zesk deomp »
pezh a deu e fin ar gontadenn labous ar wirionez
« evel-se bezet, amen »
ton an eil kontadenn e-keñver an hini gentañ
fentusoc’h he zon, poblekoc’h he live yezh, farsoù da welet d’en em skeudenniñ
kentel istor barvouskenn ar roue fortunatus (3)
gwelloc’h sentiñ ouzh e dud, met ret eo disentiñ evit mont war-zu douaroù nevez, an tad a chom memestra, dre e gentelioù da vihanañ
gerioù diaes zo
a vez lakaet en o c’hichen gerioù aesoc’h da gompren
gerioù gros zo
e galleg n’emaint ket da lenn
anvioù lec’h e kontadenn Yann e vazh-houarn
diresis met e Breizh-Izel, miliner Treizh-Logod,Kêr-Savater (eus ur ger geriaduret a sinifi louzañ)
ar relijion e-barzh kontadenn Yann e vazh-houarn (3)
Yann zo badezet, e gamaladed avat zo divadez, ar briñsez zo kristen
lec’h istor ar c’hilhog aour (3)
etre Kastell ha Kleder, Breizh a zo anv anezhi, mod all netra
ar gentel (3)
ur verc’h zo ne vez ket gounezet na gant aour na gant arc’hant, honnezh eo an hini nemeti a fell dezhi kas kuit ar c’hoant dimeziñ eus spered e dad, honnezh eo a zo doaniet o klevet istor he zad
ur gontadenn all bet rannet etre teir nozvezh
kontadenn ar c’hilhog aour, ar yar arc’hant, hag an delienn eus al lore a gan
tamm kelenn kentañ
arabat eildimeziñ, met arabat eo d’an dud yaouank chom o-unan, ha loened e vefent
un tamm kelenn diwar-benn ar garantez
dimezioù maleürus an div c’hoar a ziskouez ez eo ret mont dreist ar pezh a vez gwelet
lec’hioù ar c’hontadennoù
lec’hioù anavezet hag aes da empenniñ hervez ma kar : enezennoù, koadoù, kestell
e fin kontadenn al lore a gan
ar c’honter a gomz adarre evit lavaret e teu dezhañ ar gontadenn-mañ eus e vamm-gozh
fent kontadennig Ivon ar Soudard
er c’horf hep ene ne fell da Ivon nemet kousket
ur gontadenn aes ha poblek da vat (3)
ar c’honter a gomz a-wechoù rageeun d’al lenner (piv oar?), al live yezh n’eo ket uhel met plijus ha fentus, lu a vez graet gant ar pennoù-bras
antropologiezh ar c’hontadennoù
memes gant ar gomz n’eo ket al loen un den keit ha m’en devezo e ene en-dro
lec’hioù hag anvioù e kontadenn Kristof
lec’hioù hag anvioù resis, mat da zegas da soñj d’al lenner e mojenn Kêr-Is
pal ar gontadenn
c’hoari gant temoù anavezet, displegañ fin Kêr-Ys, c’hoarzhin gant Kristof da gentañ holl
un daolennig fentus
Gralon lakaet e-kichen an intañvez kozh, ha « daoust ma kare ar re baour ha dister… »
e parrez Argol
delwenn gozh Gralon, savet en XVIIvet kantved, lakaet e-barzh ar porzh-bered, war kern ar volz-enor
e parrrez Argol c’hoazh
dirak an iliz ez eus un delwenn all, Morvarc'h Argol
Morvarc’h Argol
gant Patrig ar Goarnig, savet e 1990, un delwenn gevellet, géminée e galleg
soñj Morvarc’h Argol
war un tu ar vojenn gristen, war an tu all hini ar « baganed », da soñj Patrig ar Goarnig, hini Édouard Schuré ha Géo-Charles e gwirionez
mojenn kêr Ys hervez Schuré ha Charles Guyot
Dahud zo merc'h da C'hralon ha da Valgven, rouanez en Norzh, savet e vez Kêr-Ys eviti gant he zad, ar gêr-se zo an hini nemeti n'eo ket deuet da gristen
arguenn mojenn kêr Ys hervez Schuré ha Géo-Charles
ganet ur bugel da Zahud ha da Vrann Ruz, breur ar pesked, met kaout a ra da C'hralon eo Dahud e wreg, rak honnezh zo marv abred goude he zec'h ur wech lazhet he gwaz kentañ
fin ar vojenn giz-nevez
Gralon eo a zo o redek war-lerc’h e verc’h, honnezh eo a zo tec’het kuit war he marc’h anvet Morvarc’h, Gralon a zo marvet er mor e-keit ha m’emañ Dahud o varc’hegañ war ar mor betek hiriv
tu all an delwenn
gwelet e vez ar roue o tec’hout kuit war ar marc’h, sant Kaourantin en e gichen, Dahud o tec’hout kuit dindan stumm ur vorganez
fin Kristof
diouganet fraezh dazont Kêr-Ys gant Kristof, d’he c’holl e zaio ar gêr, rak tennet eo bet kuit ar wezenn
dazont Kristof
den ne oar e-pelec’h emañ, trec’h eo bet an eeunded d’an orgouilh, hag ar Roue Gralon, « anez e varc'h, hennezh a vije bet kollet »
diwar-benn ar wezenn
un dervenn marteze, evel hini ar Gelted kozh, a zoug ar bed a-bezh
an Diaoul ha mojennoù Breizh (3)
an Diaoul eo en dije kaset mein Leon da Gerne, an Diaoul eo c’hoazh en dije bet savet uheloc’h touroù iliz zo, met bep tro e vez paket ha labourat a ra en aner
an Diaoul e-barzh ar gontadenn ziwezhañ
amañ n’en deus ket ezhomm an Diaoul da ober netra, « ur wech en e vuhez » e vez disklêriet fraezh ar wirionez gantañ, Brest zo kollet dija ha n’eus ket ezhomm anezhañ
un tamm kentel
ma vije bet tud Brest onestoc’h, o dije bet gellet mont da binvidik, dizonestiz zo mallozh ar gêr daonet
steuñv goude-skrid RH
anv a ra eus ar skrivagnerien da gentañ a ra skrivagnerien klasel anezho, eus o yezh da-c’houde, anv eus ar c’hontadennoù o-unan avat ne ra ket
da betra lenn Labous ar wirionez
hep lavaret perak e vez savet ar c’hontadennoù war renk « ar marvailhoù gwellañ bet dastumet », hag « un dlead eo anezvout an traoù bravañ a zo bet skrivet gwechall e brezhoneg », displeget e vez an titl gantañ, « kaer a zo klask kuzhat ouzhimp ar wirionez, tamm-ha-tamm e teu ar Vretoned da c'houzout o deus ur yezh a zo bet savet enni ur bern skridoù mat ha talvoudus »
burutelladenn RH
ur skrid da lakaat e par gant n'eus forzh pere e yezh all ebet, un teñzor kuzhet eo, « spi » eo en deus